Donemat

Hep brezhoneg Breizh ebet. Sed a ro durc’hadur va obererezh.

Al Lennegezh hag ar yezh zo ar sichenn ma sav Breizh he dazont warni. Bez’ ez eus ac’hanomp keit ha ma ‘z eus eus hon lennegezh, keit ha ma krouomp gant hon yezh.

A bouez bras eo lakaat anavezout hon lennegezh, hag he lakaat anavezout evel lennegezh veur. A bouez bras eo enta e ve savet troidigezhioù diwar hon oberennoù, en holl yezhoù ar bed – an holl, nemet unan : ar galleg.

Er saviad m’emañ ar brezhoneg bremañ, treiñ hon lennegezh e galleg zo an doare efedusañ d’he lazhañ – ha da zistrujañ ar yezh.

Padal mont d’ar yezhoù all, digeriñ dezho hon egor lennegel ha kefredel, en ur gregiñ marteze gant ar yezhoù “bihanniver”, dezho ur saviad kar a-walc’h da hini ar brezhoneg, zo unan eus sturiennoù va obererezh.

Pierrette Kermoal.