Danevell vuhez

Pierrette Kermoal, 2014

Pierrette Kermoal, Aberystwyth, Gwengolo 2014.

War-lerc’h he bugaleerezh tremenet war vord ar mor, “he zreid en dour”, alese moarvat ar blijadur he deus gant an avel hag an aodoù gouez, ez eo e Brest, hag e Roazhon, e kas Pierrette Kermoal he studioù war al lennegezh.
Ha setu hi kelennerez war al lizhiri. Kelenn a ra e Komborn, e Roazhon…

D’he 20 vloaz, p’en emgav un tammig disammet eus bec’h ar studioù, e krog Pierrette da zeskiñ brezhoneg, pezh he doa c’hoant ober abaoe un nebeut bloavezhioù endeo. Emañ e Roazhon d’an ampoent ; enrollañ a ra e kentelioù dre lizher Skol Ober. Dindan c’hwec’h miz he deus tizhet penn an dornlevr en arver gant Skol Ober, Cours Elémentaire Roparz Hemon. D’ar mare-se e kompren mat ar brezhoneg komzet koulz ha skrivet, daoust m’eo c’hoazh un tammig diaes dezhi komz riell.

A-benn parraat ouzh ar gwan-se, ez a Pierrette da heuliañ ur prantad pemzek deiz e KEAV, e-pad an hañv. Eno e tizolo SADED, Strollad an Deskadurezh Eil Derez, un aozadur kelenn dre lizher ; a live gant bloavezh diwezhañ al lise pe bloavezh kentañ ar skol-veur eo ar c’hentelioù roet. E Gwengolo ez enroll Pierrette er rummad kentelioù Lennegezh. Dizoleiñ a ra al lennegezh vrezhon, ur bed dianav-krenn dezhi betek-henn. E-doug ar bloavezhioù a-c’houde e heuilh rummadoù kentelioù all : eil bloavezh lennegezh, istor, douaroniezh, yezhadur, bevoniezh… Perzh a gemer e adaozadur kentelioù lennegezh SADED.

Deskiñ ar yezh zo bet pazenn gentañ he engouestladur en Emsav. Yezh he buhez ez eo hiviziken ar brezhoneg, ha buan-tre e teu da vezañ he yezh-krouiñ.

Adal 1967 ez embann pennadoù war ar gelaouenn Preder.

War bPreder ivez (Genver 1968) ez eo embannet kentañ studienn Pierrette Kermoal a-zivout al lennegezh vrezhon : “Eus Gwarizi Vras Emer da vMari Vorgan, gant Roparz Hemon”. Diwar-benn al labour-se e lavaro ar skrivagner e-unan : « Eus Gwarizi Vras Emer da vMari Vorgan » ; ur studiadenn aketus ha speredek gant Pierrette Kermoal. (Ar Bed Keltiek 112, Ebrel 1968)

Meur a bennad all ganti a vo embannet hiviziken war ar c’helaouennoù Preder, Al Liamm, Emsav, a-zivout al lennegezh vrezhon ha lennegezhioù arallyezh, hag ivez a-zivout saviad ar merc’hed hag ar stourm a renont, ur stourm m’eo Pierrette Kermoal engouestlet ivez.

Hag hi bugel c’hoazh, e oa plijet Pierrette gant skrivañ. He c’hevellenn gentañ e brezhoneg, Er Stellac’h, zo embannet war Al Liamm e 1969. Ha re all goude, war Al Liamm bepred.

An treiñ zo un arvez all eus labour Pierrette Kermoal : embannet gant Preder e 1974, Ar Priñs Bihan, he zroidigezh eus oberenn vrudet Saint-Exupéry, a voe saludet evel un darvoud a bouez.

Troidigezhioù all a savo : Skeudennoù da Gruzoe, dastumad barzhonegoù gant Saint-John Perse (Aber 2000), pe c’hoazh Laeoù Marie de France, Aber 2011, ha meur a droidigezh diwar ar saozneg.

E 2000 e tiviz Pierrette Kermoal krouiñ ur gelaouenn lennegel e brezhoneg, Aber — 2 niverenn ar bloaz en 2000, 4 adal 2001.
Reiñ ul lusk nevez d’al lennegezh vrezhon a venn Pierrette en ur grouiñ he c’helaouenn, he zennañ er-maez eus ar bloc’heiladoù hag eus an tech henvoazelour ma sank ; stourm ouzh an distro d’ar rannyezhoù (pa n’eo ket d’an trefoedajoù) ; neveziñ an eztaol. Ha digeriñ war ar bed, dre dreiñ oberennoù meur al lennegezhioù estren evel just, hag ivez dre skoulmañ darempredoù gant skrivagnerion o deus dibabet da yezh-krouiñ ur yezh “bihanniver”.

Un amkan all zo da obererezh Aber, hag a zo unan diazez : diorren ur vuhez kefredel e brezhoneg. Da se e kendaol da gentañ ar skridvarnerezh, na oa ket anezhañ koulz lavarout a-raok krouidigezh Aber, hag, adal 2004, Kendaeloù gouestlet d’al Lennegezh, d’an Istor, da gudennoù o tennañ da vuhez ar gevredigezh.
Embannadurioù Aber zo krouet e 2006 : lennegezh, skridvarnerezh, Istor, kudennoù kevredigezhel…

Adal 2000 ez embann Pierrette war Aber nemetken (testennoù orin, skridvarnerezh, pennadoù liesseurt, troidigezhioù…).

E brezhoneg eo ez embann Aber.
Koulskoude, adal 2014, e tiviz Pierrette ha skipailh Aber, a-unan gant Charles Stockmans, mab-bihan Tangi Malmanche, sevel an “Erbar Malmanche”, gant skoazell an DRAC ha Ranndir Breizh : embann skridoù diembann ar skrivagner — holl e galleg — hag adembann an oberennoù peurwerzhet, e galleg pe e brezhoneg. Ezhomm ebet da gounañ pouez oberennoù Malmanche evit al lennegezh vrezhon. Talvoudus-bras eo e skridoù gallek ivez evit meizañ klok e bersonelezh a skrivagner, hag a zen a breder.