Studienn eus an dastumad Barzhonegoù, gant Roparz Hemon, eus ar barzhonegoù sinet Gawain, hag eus an aozadur savet gant Roparz Hemon diwar Bedergwerzennoù ar barzh persat eus an 11vet kantved, Omar C’hayyam – Aber 2009.
Ar studienn glok-mañ, studienn digent (ha dieil), a bled gant hollad barzhonegoù Roparz Hemon, lakaet a-geñver an eil re gant ar re all, ha lec’hiet en o endro istorel. Ouzhpenn reiñ da anaout ha da dañva arz ar barzh, seurt diarsell a lak anat sturiennoù e breder, hag a ziskouez penaos e vezont pinvidikaet ha donnaet a-hed ar bloavezhioù.
A-youl ar Gwent a ginnig d’al lenner dizoleiñ bed Roparz Hemon : an avel, an arvont, an hunvre, ar gwengeloù iwerzhonat astreset gantañ, hiraezh an harluad, ar gloazioù, hag ivez orged ar barzhonegoù sinet Gawain, ha bepred atersoù enkrezet ar c’hrouer…
Barzhonegoù : un oberenn hepken, pe ziv ? Sed aze ar goulenn a sav Pierrette Kermoal war dreuzoù he oberenn. Rak e 1943 e voe embannadur kentañ holl varzhonegoù Roparz Hemon. Un eil a voe e 1967, kaset gant Al Liamm, hag a adkemer hini 1943 en ur ouzhpennañ ar barzhonegoù embannet etre 43 ha 67.
“Diwar Omar C’hayyam…”
Un aozadur kinniget gant Roparz Hemon diwar Bedergwerzennoù Omar C’hayyam, a oa bet embannet e saozneg e 1859. Dre arverañ ur gwerzaouiñ azasaet diwar hini ar c’hrennvrezhoneg, en deus gouezet ar skrivagner lakaat da glevout e brezhoneg heklev ar varzhoniezh persat.
En dezrann a ra eus ar Pedergwerzennoù, e tiskouez Pierrette Kermoal penaos eo kar preder ar barzh persan eus an 11vet kantved ha hini krouer al lennegezh vrezhon arnevez, en 20vet kantved.
“M’he dije va c’halon ezhomm eus un doue…”
Dindan anv-pluenn Gawain, e oar Roparz Hemon ezteurel blizoni hag angerzh.
1- Taolenn an dastumad Pirc’hirin ar Mor ha barzhonegoù all, Gwalarn 55, 1933
2- Barzhaz Gwalarn, 1934
3- Barzhonegoù 1943 (lakaet diouzh urzh an amzer)
4- Barzhonegoù Léon Jason, savet gantañ derc’hent an deiz ma voe fuzuilhet
5- Ar gwerzaouiñ e krennvrezhoneg, skouer glasel tennet eus Buhez mab-den
Dastumad arnodskridoù a-zivout al lennegezh vrezhon hag oberennoù eus lennegezhioù estren, Aber 2006.
En o zouez : studienn glok eus C’hoariva Roparz Hemon.
Sed a lavaras Erwan Vallerie da geñver roidigezh ar Priz da bPierrette Kermoal e Naoned d’ar 05 Kerzu 2003 : “Ne gredan faziañ pa lavaran ez eo al levr-mañ, e brezhoneg, al labour skridvarnerezh dizilerc’h kentañ gouestlet d’un aozour brezhonek. […] Setu ma kinniger dimp erziwezh un dezvarn diles diwar-benn romantoù ha kevellennoù Roparz Hemon, ha n’eo ket ur savboent breudvellel (kanmeul pe flemmskrid) a-zivout e vennozioù politikel, e labour a yezhoniour, pe e embregadenn da savelañ ar yezh arnevez. Poent e oa degas dimp da goun e oa Roparz Hemon skrivagner a-raok pep tra, hag e oa an disterañ tra gwelout e levrioù evel pezhioù a lennegezh da gentañ holl…”
Studienn glok eus oberennoù Roparz Hemon e komz-plaen, romantoù ha kevellennoù, Preder 2002.
Un hir a varzhoneg diouzh un tu, Gwarizi Vras Emer (1944), a zanevell un darn eus istor Kouc’houlin, haroz brudetañ ar wengelouriezh iwerzhonat, ha diouzh an tu all ar romant Mari Vorgan, savet e 1948 hag embannet e 1962.
Pierrette Kermoal a lak a-wel kerentiezh frammoù an div oberenn : dodennoù, tudennoù. Diskouez a ra penaos e tiskar Roparz Hemon mojenn an haroz salver, er varzhoneg, tra ma sav er romant kudenn al lavar, dodenn diazez Gwalarn.
Ur gantreadenn lennegel dre ar bed eo a ginnig an dastumad-mañ savet gant lies skrivagner : eus Breizh da Japan, en ur dremen dre Hungaria, Ukraina, Hellaz, Frañs, Iwerzhon, Bro-Saoz, Ar C’hebeg, Israel, Zeland-Nevez, ar Stadoù-Unanet…hervez ar c’hejadennoù, an degouezhioù, ar fromadennoù…
Taolenn ar skridoù savet gant Pierrette Kermoal
Pierrette Kermoal a zeskriv da gentañ dehentadur dic’hortoz Youenn Drezen eus Pont-‘n-Abad da wGwalarn.
Ar romant a liv enkadenn ar bouedvirerezh er Vro Vigoudenn, er bloavezhioù 30. Ar feulster a ren, ar moustrerezh, ar reuzeudigezh. Hag ar benndudenn, Paol Tirili, a venn kizellañ un delwenn : hini Itron Varia Garmez. Perak an arz, e seurt amveziadoù ? Hag un doare da zienkañ e ve ? Pe un andon a c’hoanag ? Ha ster a ro da vuhez mab-den ? “Krouiñ a raen un dra bennak”, eme Baol Tirili o kounañ ar mare ma c’halle labourat war e zelwenn. “Talvout a raen d’un dra bennak. Un den e oan.” Lec’h an arz er gevredigezh hag e c’halloud da gemm ar bed zo unan eus dodennoù diazez skrivagnerion Gwalarn.
Piv oa Marie ? Eus ar skrivagnerez ne anevezer ket nemeur a dra, nemet he deus labouret evit roue ha rouanez Bro-Saoz, hag o diduet, int hag o lez, gant he Laeoù, awenet, emezi, gant marvailhoù Breizh. Ha brezhoneg a ouie ? Diaes eo ijinañ ar c’hontrol. E romaneg eo e skrive avat – a oa yezh ar vrientinion en 12vet kantved, en tu-hont da Vor-Breizh. Nav c’hantved goude ez omp ken plijet-all gant he Laeoù, a zegas ouzhpenn dimp-ni Breizhiz heklev prizius hon lennegezh kozh dianket.
Gorsedd-Digor ? Ur flemmskrid dirollus a ra al lu gant Drouized, barzhed, hag henvoazelourion a bep seurt a baote e 1929 p’eo bet embannet ar pezh-c’hoari. Dindan ar fent avat, ez eus un dezrann pizh ha kriz eus o albac’hennoù droch, marvus evit ar yezh hag al lennegezh a embannont “difenn”. Pierrette Kermoal a ziskouez soutilderioù un oberenn a glot c’hoazh, peurglok, gant hon amzer !
Digoradur da Nomenoe-Oe ! , pezh-c’hoari gant Jakez Riou (Aber 2010).
Ur gouel bras a aozer e Redon en enor da Drec’hour Meur Ballon, Nomenoe, a zieubas Breizh diouzh galloud ar Franked, en ur flastras anezho, e 845. Gortoz a reer en aner avat : evel Godot, Nomenoe ne zeu ket…
Ha pa zeu, a-benn ar fin, ez eo e-unan, war droad, lous ha skuizh. Ha komzoù dic’hortoz a zistag : “… Nomenoe zo henozh kement Breizhad kalonek en deus argadet evit ar vro.”
Ha diskaret-mik, skarzhet da vad, mojenn an Haroz hag ar Salver !
Nomenoe-Oe ! a voe embannet evit ar wech kentañ e Brest e 1941.
Tangi Kerviler n’eo ket ur romant istorel, daoust d’ar pezh a soñj da gentañ al “lenner deboner”. E gwir, Roparz Hemon a ziskar ennañ meizadoù faos an “istor”, hag a sav ar goulenn a zo e kalon e obererezh ha hini Gwalarn : petra eo an Istor ? petra eo krouiñ Istor ?
Tangi Kerviler zo maen-alc’houez oberenn Roparz Hemon.
Digoradur evit Les Païens, gant Tanguy Malmanche, Aber 2015
Dre nerzh o lavar krouus, ha dre se hepken, div vaouez hep galloud, Del, ar bennhêrez, ha Fant, an arlezadez, a lak brall e bed kriz ha sonnet ar gêriadenn, ur bed didruez ma ren ar wazed.
Kentskrid evit Les Androgynes, gant Tanguy Malmanche, Aber 2015
Istor Pierre Abélard a ro tro da vMalmanche da blediñ gant dodennoù arreadek en e oberennoù : ar revelezh, ar pec’hed orin, natur an den… , desteriadur testenn ar Bibl, ez eo boas da atersiñ.
Pierrette Kermoal, en digoradur a sav d’an daou bezh-c’hoari-se, a ziskouez lec’h Malmanche en argerzh a gasas, eus Kervarker da Walarn, da savelañ al lennegezh vrezhon arnevez. Tonkus eo bet roll Tanguy Malmanche, a anad evel diaraoger Gwalarn.
En daou bezh-c’hoari-mañ ez arver Malmanche un tun boas dezhañ : diwar mojennoù anavezet mat – amañ mojenn Sant Tangi ha mojennoù Brekilien – e stign kudennoù hollveziadel, pe re e amzer.