Er pemzek kevellenn dastumet amañ e liv Pierrette Kermoal ar mare bresk-se ma kemm pep tra, en un taol. Anken, glac’har, goanag, promesaoù ivez… Ha sevenet e vint ? Merc’hed eo alies a gemer ar gomz a-zivout darvoudoù pouezusañ ar vuhez – ar garantez, ar marv – gant from hag humour tro-ha-tro. Kriz pe eà¼rus avat, er bed taolennet gant an aozourez e ren bepred ar gened.
“E’m skouarn e tasson heklev he mouezh.”
Gant heklev ar vouezh anavezet, e tibun an danevell ; taolennoù ur bed ma ren tro-ha-tro kened espar ar mor ha reuzeudigezh rukunus. Ur bed ma c’hell ar gened bezañ dremm ar feulster, marteze, en ur skrid doues, fromus ha goustavek, a ya dreist da reolennoù ar glaselezh lennegel.
An dek testenn-mañ ganto frond ar mor zo rizhek eus bed ar skrivagnerez, ma ren an ijin ha nerzh al lavar.
Etre faltazi ha beziadoù, e oar he zudennoù lakaat o hunvreoù da zont da wir…
*Ar marc’hadour bihan sardin zo bet embannet e gouezeleg war ar gelaouenn Comhar, (niv.29, 2000) gant an talbenn An Mangaire Beag Sairdànà.
Hag en euskareg war ar gelaouenn Maiatz (niv. 38, 2003) gant an talbenn Xardina saltzaile ttikia – En hevelep niverenn e kaver ivez ur pennad a-zivout Roparz Hemon : Roparz Hemonen bideetarik.
Â